PEDENN D’AN AOTROU
PERROT
Aotrou Yann-Vari Perrot, abostol ha merzher Breizh, pedit evidomp, Bretoned klouar ha diboell. Pedit
an Aotrou da virout dimp hor Mammvro
ha da virout ar Feiz e Breizh.
Obtenit deomp ar C’hras
a Emglev, a Gengarantez, a sklêrijenn. Obtenit deomp an
nerzh da stourm evit ar
Frankiz, al Lealded, ar Reizh. Obtenit
deomp ar C’hras da derriñ
hon hual hep na
redo gwad hor gwaskerien, ha nebeutoc’h c’hoarzh, gwad hor Broiz.
Aotrou Perrot, merzher, c’hwi hag hoc’h eus baleet digenvez
war hentoù digompez hor Bro, bezit hon skoazell. C’hwi
hag a zo kouezhet en Hent, drouklazhet gant un trubard d’e
Vro, obtenit dimp mont betek
penn an Hent n’hoc’h eus ket
gallet tizhout.
Obtenit deomp, merzher benniget, ma vo selaouet Breizhiz pa c’houlennont ar Gwir da vout
o mistri o-unan en o Bro. Obtenit d’ar Vretoned
ar sklêrijenn da ‘n em ren
war-zu ar pal a-dreuz teñvalded ha gwidreoù-spered o Enebourien.
Aotrou Perrot, beleg divlam, pedit evit
beleien Breizh, touellet gant treuzvenozioù
ar c’hantved-mañ. Obtenit deomp
kaout en hor gouenn Kuzulierien fur ha Renerien spiswel.
Obtenit
da Vreizhiz kaout labour a bara en o Bro. Kaout tommder un oaled evit
pep tiegezh. Kaout nerzh ha yec’hed evit gounit bara ar c’horf
hag ar spered gant o labour. Roit deomp kelennerien
vrogar evit ma vo desket
da vugale Vreizh Istor o Bro, hor gouenn, degaset
dezho soñj eus hor Harozed,
Tud-Veur an Amzer gent. Tadoù ar
Vro.
Aotrou
Yann-Vari Perrot, c’hwi ha n’hoc’h
eus goulennet morse nemet ar pezh ‘oa
reizh : ar gwir da implijout hor yezh e pep doare ha war bep
tachenn : en ti, er maez,
er skol, en iliz hag en holl darempredoù
ofisiel.
Obtenir deomp tud ampart
da gaeraat c’hoazh yezh hon tadoù ma splanno en oabl al Lennegezh etrevroadel.
Obtenit deomp ma vleunoi a-nevez ar Brezhoneg war vezulloù ar
plant yaouank e kêr ha war ar maez,
ha ma vo douget dre-holl doujañs d’hor Yezh evel
arouez ur Bobl kadarn.
Amen !
Angela Duval
D’an 12 a viz Kerzu 1973, da geñver tregontvet deiz-ha-bloaz marv
kriz an Aotrou Yann-Vari
Perrot, person Skrignag, rener Feiz ha Breiz,
brogarour ha difennour hor Yezh.
Joa d’an Anaon !
--